(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010

Articles 2009-2010

17/12/2009 : An tiez-kêr ivez a c'hell kemer perzh !

17/12/2009 : An tiez-kêr ivez a c'hell kemer perzh !

N’eo ket genedik Aotrou maer Rosloc’hen eus Breizh, ha ne oar ket brezhoneg kenneubeut, met ar c’hoant oa gant Gerard Viard kemer perzh barzh Klaskerien ha Treizherien soñjoù memestra.

03/12/2009 : Klaskerien ha Treizherien soñjoù en oksitaneg ?

03/12/2009 : Klaskerien ha Treizherien soñjoù en oksitaneg ?

Evel e Breizh, eo diaes un tammig e pep lec’h a vez komzet ur yezh ranvroel, lakaet e plas darempredoù etre ar re a oar ar yezh abaoe pell gant tud o teskiñ. Klaskerien ha Treizherien soñjoù a zo bet aozet gant ar pal se, evit sevel liammoù etre ar remziadoù. Hag ar c’hoant zo gant kuzulioù pe kevredigezhoù oksitaneg aozañ seurt emvodoù.

19/11/2009 : Ne vo den ebet ken a ne ouio ket petra eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù !

19/11/2009 : Ne vo den ebet ken a ne ouio ket petra eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù !

“N’eo ket echu gant Klaskerien ha Treizherien soñjoù ?” “Ouezan ket me petra eo an oberiadenn-se“ “Da betra servij ?” Frasennoù e-mose a vez klevet atav e Penn-ar-Bed, gant kelennerien, tud-kozh pe bugale.
Abalamour d’ar goulennoù-se eo aozet emvodoù un tammig e pep lec’h en departamant, gant ar pal displegañ da dout an dud petra eo resis Klaskerien ha Treizherien soñjoù.

04/11/2009 : Kroget eo ar 5vet c’houlzad

04/11/2009 : Kroget eo ar 5vet c’houlzad

Pemp bloaz zo oa bet krouet Klaskerien ha Treizherien soñjoù gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed. Kinnig a ra an oberiadenn treuskas ar brezhoneg a remziadoù en ul lakaat e darempred bugale ar skolioù divyezhek, tud hag a heul kentelioù brezhoneg gant brezhonegerien a-vihannik.

31/12/2009 : Un huñvre em eus graet

31/12/2009 : Un huñvre em eus graet

Mamm-gozh,
Skrivañ a ran dit evit souetiñ dit ur bloavezh mat, gouzout a ran on un tammig abred met ne (ouzon) ouezan ket peur e erruo al lizher-mañ en da di-retred. Just a-walc’h, penaos e za ar bed ganit e ti ar re-gozh ? Kaozeal a rez brezhoneg atav gant da vignoned ?

14/01/2010 : Skolaj Diwan Kemper, treuskas ar yoga a remziadoù da remziadoù

14/01/2010 : Skolaj Diwan Kemper, treuskas ar yoga a remziadoù da remziadoù

War-dro 130 skolajiad a gemero perzh e-barzh raktresoù Klaskerien ar Treizherien soñjoù ar bloaz-mañ e skolaj Diwan Kemper. 5 raktres en holl a vo savet e-pad ar bloavezh-skol.

28/01/2010 : Skol Jacquard Brest, dizoleiñ micher al labourer-douar

28/01/2010 : Skol Jacquard Brest, dizoleiñ micher al labourer-douar

« Pe oad oc’h ? » « Pet buoc’h o peus ? » « Petra vez graet gant al laezh ? » « Un tele ho peus ?» E-pad un eurvez o deus bet tro ar 16 skoliad (CE2 / CM1 / CM2) deus Skol Jacquard Brest, da gaozeal gant Alfoñs Raguennes, labourer-douar e Plouarzel.

11/02/2010 : Lise Yves Thepot e Kemper, un hent nevez evit ar brezhoneg

11/02/2010 : Lise Yves Thepot e Kemper, un hent nevez evit ar brezhoneg

Abaoe daou vloaz zo bet krouet un atalier brezhoneg e lise teknik Yves Thepot e Kemper asambles gant kelennerien ha liseidi dedennet gant ar yezh hag ar sevenadur Breizh.
Prientet eo bet kejadennoù gant tud evit ma lavarfemp deomp penaos ho deus dizoloet, desket, ha lakaet ar brezhoneg da vont war-raok er vro.

25/02/2010 : Skolaj Brizeux Kemper, dizoleiñ istor ar brezel gant ur sell all

25/02/2010 : Skolaj Brizeux Kemper, dizoleiñ istor ar brezel gant ur sell all

7 bloaz e oa Angele Jacq pa oa an Alamanted e Kemper, e-pad an Eil brezel Bed. Ur bern soñjoù he deus c’hoazh : boteier ar soudarded o stlakal war ar pave, he moereb jahinet peogwir he doa fardet paperoù faos, pe ar resistanted yaouank o doa laeret mil doser bennak e servij al labour ret (STO), e lec’h m’emañ an ti-post bremañ. Skrivet eo bet ar soñjoù-se ganti e-barzh ul levr, “Ils n’avaient que leurs mains“ e anv.

11/03/2010 : Lise Brizeux Kemper, war bep tachenn ez eus ur brezhoneger !

11/03/2010 : Lise Brizeux Kemper, war bep tachenn ez eus ur brezhoneger !

“Pegement a laboused a zo amañ ?” a c’houlenn ul liseadez. “Tro dro 20 000, met e-pad an hañv, n’eus nemet 15 000” a respont Paul Canevet, paotr al laboused, gant pouez-mouezh ar Vro Vigouden. E Enez Sant-Mark e Pont-’n-Abad, emañ ar strollad, un ugent bennak a liseidi en eilvet hag e kentañ klas. Heuliañ a reont an “option” pe hentenn brezhonek e Kemper.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora