(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 01/07/2010 : Ur sapre fest evit lidañ fin ar bloaz

01/07/2010 : Ur sapre fest evit lidañ fin ar bloaz

Diskouezet eo bet ar filmoù a oa bet graet e-pad ar bloaz

“Pres zo warnomp mont e-barzh” eme ar vugale, bodet dirak an toull-noz Le Point de Vue e Laz. D’an 18 a viz Even emaomp. A-benn nebeut ez’aio tost 500 skoliad, un tregont bennak a retretidi, kelennerien ha tud all e-barzh ar sal vras evit lidañ fin ar bloaz ha 5vet deiz-ha- bloaz Klaskerien ha Treizherien soñjoù.

Setu ! Digor eo an dorioù ! Kregiñ a ra ar gouel gant prezegenn André ar Gac, kuzulier departamant e-karg deus ar brezhoneg. Trugarekaat a ra ar re o deus kemeret perzh e-barzh an abadenn ar bloaz-mañ.
Goude bezañ gwelet filmoù, sellet ouzh fotoioù ha klevet reportajoù eo poent d’ar vugale stlakañ o daouarn evit kalonekaat Iwan B, ur c’haner rap yaouank. War-lerc’h eo tro Louise Ebrel da ganañ tonioù brav evel kanaouenn Mikael Kerne a gont istor un den kozh hag ur bugel.
Tapet o deus ar 600 a dud deut ur merenn-vihan, “ha war-lerc’h hon eus c’hoariet, graet hon eus c’hoariva war ar prim. An tem oa : c’hoarierien mell-droad ! “ a zispleg ur plac’h yaouank o farsal. Laouen eo bet ar vugale ivez pa z’eo bet roet ar profoù dezho. Petra oa e-barzh ? Div gelaouenn diwar-benn Penn-ar Bed, ur c’hreion, ur pegsun hag un tiked evit mont e-barzh ur mirdi !
“Ar bloaz a zeu e vo kendalc’het gant Klaskerien ha Treizherien soñjoù » en deus displeget André Ar Gac evit echuiñ. Lakaet e vo ar fichennoù evit en em enskrivañ war queteurs.cg29.fr adalek miz Eost. War al lec’hienn-se e vo kavet ivez tout ar filmoù, fotoioù, pennadoù ha reportajoù savet ar bloaz-mañ diwar-benn Klaskerien ha Treizherien soñjoù.
Ken ar bloaz a zeu evit eskemmoù nevez e brezhoneg eveljust !
Pauline Kerscaven
Ha Guy ar C’horr evit ar reizhadurioù a-hed ar bloaz !

E galleg

Plus de 600 personnes se sont réunies le 18 juin passé pour fêter la fin de l’année et les 5 ans de Quêteurs de mémoire. Opération qui recommence l’année prochaine : jeunes et anciens pourront de nouveau échanger en breton, avec l’aide du Conseil général du Finistère.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora