(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 03/06/2010 : Pevar raktres e skolaj Diwan Kemper !

03/06/2010 : Pevar raktres e skolaj Diwan Kemper !

Deskiñ filmañ e skolaj Diwan Kemper

Pevar raktres Klaskerien ha Treizherien soñjoù a zo bet savet ar bloaz-mañ e skolaj Diwan Kemper. Kinniget eo bet daou anezho gant Fanny Chauffin, kelennerez,deomp.

Bob o c’hoari gant ar c’hwec’hvet
Evit Klaskerien ha Treizherien soñjoù eo bet labouret gant ar 6vet war ar gontadenn Dek den e-barzh ur boden ui, a gont istor ur vamm gorriganez he doa eskemmet he babig gant hini ur vaouez all.
Dont a ra ar gontadenn-se deus un istor hengounel dastumet ha kontet gant Mona Bouzec. Deuet eo er c’hlas da gontañ an istor ha war lec’h eo deuet Bob Simon, aktour, da zeskiñ arz ar c’hoariva d’ar vugale. 34 bugel er 6vet o deus c’hoariet korriganed farsus ha goapaer pe gorriganed oc’h ober ardoù ha drougoberioù.
Diskouez a raint o labour e Ti an Holl Penharz, er Skol Diwan Kemper hag da ouel ar c’hoariva brezhonek e fin miz Even.

Deskiñ sevel ur film
E galleg, brezhoneg, saozneg hag euskareg eo bet savet ur film gant 34 skolajiad er pevare klas gant skoazell Kristian ar Bras, Katalin Boronkai, Maela Guegan ha skipailh kelennerien ar skolaj.
E miz Kerzu o doa savet ar skolajidi 34 danevel faltaziek e galleg, diwar-benn an tem Prendre le large. War lec’h eo bet savet ganto ur pitch, ur senario hag ur story-board. Da c’houde eo bet filmet eil lodenn an istor war vord ar mor.
Skignet eo bet ar film e Tregon (Clap à l’ouest) hag e Kawan (Gouel ar brezhoneg) ha tu vo gwelet ar film war ur blog savet gant ar skolajidi.

E galleg

4 projets Quêteurs de mémoire ont été menés au collège Diwan de Quimper. Les élèves de 6ème ont fait du théâtre avec Bob Simon et ceux de 4ème ont réalisé un film de A à Z

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora