(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 03/12/2009 : Klaskerien ha Treizherien soñjoù en oksitaneg ?

03/12/2009 : Klaskerien ha Treizherien soñjoù en oksitaneg ?

© CRBC Toulouse

Evel e Breizh, eo diaes un tammig e pep lec’h a vez komzet ur yezh ranvroel, lakaet e plas darempredoù etre ar re a oar ar yezh abaoe pell gant tud o teskiñ. Klaskerien ha Treizherien soñjoù a zo bet aozet gant ar pal se, evit sevel liammoù etre ar remziadoù. Hag ar c’hoant zo gant kuzulioù pe kevredigezhoù oksitaneg aozañ seurt emvodoù.

“Ar vretoned a zo araozomp evit se, bamet omp pa welomp ar pezh zo bet graet gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed” eme Jérémie Obispo, kefriad “yezh ha sevenadur” e kuzul ranvro Akuitania. Mont a ra an traoù war-raok, tamm ha tamm, er vro-se : daou den a labour e departamant an Dordogne evit atersiñ oksitaned a-vihannik. “Gant an enroladennoù, ez eomp betek ar skolioù evit lakaat ar vugale da selaou anezho, servij a ra ivez evit arzourien da skouer” a zispleg Jérémie Obispo.
Setu daoust hag eo prest Oksitania da sevel raktresoù Klaskerien ha Treizherien soñjoù ? “N’eo ket, n’omp ket prest c’hoazh da sevel seurt raktresoù. N’hon eus ket a-walc’h a skolioù diyezhek (11 hepken)”. Hag ouzhpenn-se eo bras tre ar vro a vez komzet oksitaneg enni (da welet war ar gartenn). “Diaes eo bodañ aktourien ar yezh, hag ouzhpenn se eo disheñvel ar bolitikerezh yezhel e-pep ranvro pe departamant“.
Met savet e vo memestra ar bloaz-mañ ur raktres Klaskerien ha Treizherien soñjoù e Oloron Sainte-Marie (etre Pau hag ar Pireneoù), en ur c’halandrette (evel ur skol Diwan e Breizh) evit bezañ resis. “50 bugel a zo er c’halandrette, ha bez hon eus ur bern oksitanerien a-vihannik er gumun ivez. Klask a rimp bodañ anezho ha lakaat a rimp anezho da gaozeal diwar-benn labour-douar gwezhall“ a lavar Robert Laborde, a gemer perzh barzh buhez Kalandrette Oloron.
Ar skouer-se a lak ac’hanomp da lavar ya da “mondialisation” ar menozioù !

E galleg

Comment s’exporte Quêteurs de mémoire en dehors du Finistère ? En pays Occitan, un projet va être mené dans une calandrette (une école immersive en occitan). Les enfants rencontreront d’anciens agriculteurs. Oui à la mondialisation des idées !

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora