(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 04/11/2009 : Kroget eo ar 5vet c’houlzad

04/11/2009 : Kroget eo ar 5vet c’houlzad

Pemp bloaz zo oa bet krouet Klaskerien ha Treizherien soñjoù gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed. Kinnig a ra an oberiadenn treuskas ar brezhoneg a remziadoù en ul lakaat e darempred bugale ar skolioù divyezhek, tud hag a heul kentelioù brezhoneg gant brezhonegerien a-vihannik.

Un dra nevez zo ar bloaz-mañ : digor eo d’an holl. A-raok, ne oa nemet ar skolioù hag a c’halle em enskrivañ. An tiez-kêr, ar c’hluboù evit ar retretidi, an tiez-retred, ar c’hampoù vakansoù, tout ar c’hevredigezhoù pe c’hoazh ar c’hreizennoù dudi a c’hall bremañ sevel ur raktres.
Ret eo aozañ 3 emgav etre ar re-gozh hag ar re-vihan e-pad ar bloavezh. Skoazellet e vo ar strolladoù a gemero perzh gant ar C’huzul Departamant (500€ d’ar muiañ). A-wezhioù eo start en em gompren etre remziadoù. Setu perak eo posubl ivez gervel ur bazh-valan, un den a c’hell sikour an darempredoù etre ar glaskerien hag an dreizherien.
Tro zo da welet skouerioù deus ar pezh a zo bet graet betek-henn war lec’hienn Internet ar C’huzul-Departamant. Di e vez dispaket ivez paperennoù-furm evit ar c’henskrivañ ha reolennoù ar mont en-dro er 5vet bloavezh.
Bez e c’helloc’h mont ivez e darempred gant Pauline Kerscaven, kefriadez war ar c’houlzad Klaskerien ha Treizherien soñjoù ar bloaz-mañ.
Emvodoù a vezo aozet ganti e Brest, Montroulez ha Kemper evit displegañ resis petra eo an oberiadenn.

E galleg

Pour sa cinquième édition, Quêteurs de mémoire s’ouvre à tous. Toutes les mairies, maisons de retraite, clubs de retraités, centres-aérés, associations peuvent participer au projet. Le but est simpe : mettre en relation les personnes qui apprennent le breton (de la maternelle aux formations pour adultes) avec des bretonnants de naissance.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora