(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 06/05/2010 : Echu eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù !

06/05/2010 : Echu eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù !

© PK Skol Joliot Curie e Skaer : deskiñ rimadelloù gant Mona Bouzec

Echu eo gant Klaskerien ha Treizherien soñjoù evit ar bloaz-mañ. Heuliet eo bet gant ouzhpenn mil bugel evit 50 raktres. E Skaer e oa bet kemeret perzh en abadenn gant skol-vamm Joliot Curie. Abaoe penn-kentañ ar bloavez e kej ar vugale gant Mona Bouzec.

Pemp bloaz int, ar re vras ez int er skol ha deskiñ a reont rimadelloù gant an dreizherez, evel Ratata ha Rititi pe Dibadoup.
Abaoe pell ez a Mona Bouzec r skolioù ha plijout a ra dezhi treuskas he gouiziegezh. “Pouezhus eo deskiñ traoù d’ar re vihan evit ma gemerfen ar pleg-mat. Ma vez diskouezet traoù fentus dezho, an dra-se a chom e-barzh o fenn“, eme ar vaouez. “A-wezhoù e lavaromp, ur wezh pe ziv, traoù a zo start da gompren, a vez desket buan-kenañ“, a gendalc’h ar skolaer, Erik Ligeour.
Dont a raio Mona en dro er skol a-benn neubeut. Mont a raio ivez ar vugale er Menezoù Are evit ober un droiad er-maez ha kontañ rimadelloù.

E galleg

L’opération Quêteurs est terminée pour cette année. Plus de 1000 élèves y ont participé. 50 projets ont été menés, et parmi eux, celui de l’école Joliot-Curie de Scäer.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora