(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 07/04/2010 : Skol Sant Rafael-Sant Charlez Kemper, dansoù gant Thierry

07/04/2010 : Skol Sant Rafael-Sant Charlez Kemper, dansoù gant Thierry

Ar wech gentañ eo evit bugale Skol Sant Rafael-Sant Charlez da gemer perzh e Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Adalek miz genver hon eus kroget da zeskiñ dañsoù gant Thierry Riou, un den a labour evit war ‘leur Penn ar bed.

E penn-kentañ hon doa soñjet labourat war dañsoù Kerne met re vihan oa lod eus ar vugale (etre 5 ha 8 bloazh). A-benn ar fin eo bet dibabet d’ober dañsoù c’hoari.
Ar pal a oa da zeskiñ dañsoù ha kanaouennoù e brezhoneg evit diskouezh d’ar vugale ez eus tu kaout tud er-maez eus ar skol hag a gomz brezhoneg.

Gantañ hon eus desket dañsoù bihan hag evit ar sonerezh e oa bet desket deomp kanaouennoù : da skouer kannerezed, korriganed o tañsal pe Jibouli Jiboula. Plijus kenañ e oa ! Ouzhpenn-se en deus diskouezhet binvioù a bep seurt : klarinetenn, bombard ha fleütoù. E mod-se hon eus desket geriaoueg ar sonerezh met pegen diaes e oa seniñ bombard ! Darempredoù dreist a oa etre Thierry hag ar vugale : gouzout a ra mat deskiñ dañsoù en un doare plijus. Evit echuiñ ar raktres en doa kinniget Thierry da lakaat dre tresadennoù tout ar pezh a oa bet desket gantañ : korriganed bihan gant meur a livioù oa lakaet war ar follennoù.
Al labour hon eus prientet gantañ a vo diskouezhet e-pad an abadenn Bugaleaj Kerne hag a vo e fin miz Even.
Mersi bras Thierry !

Bugale Skol Raphael-Sant Charlez ha Mélanie Begoc, skolaerez

E galleg

Les enfants de l’école Saint-Raphaël / Saint-Charles de Quimper ont appris à danser et chanter avec Thierry Riou, bretonnant qui travaille à War ‘leur. Pour finir, les enfants ont illuster les chansons qu’ils avaient apprises. Ils donneront un spectacle lors de Bugaleaj Kerne à la fin du mois de juin.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora