(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 11/02/2010 : Lise Yves Thepot e Kemper, un hent nevez evit ar brezhoneg

11/02/2010 : Lise Yves Thepot e Kemper, un hent nevez evit ar brezhoneg

Rencontre des lycéens de Thépot (Quimper) avec Didier Dréau, guitariste
Un emgav etre liseidi Thepot (Kemper) ha Didier Dreau, soner gitar

Abaoe daou vloaz zo bet krouet un atalier brezhoneg e lise teknik Yves Thepot e Kemper asambles gant kelennerien ha liseidi dedennet gant ar yezh hag ar sevenadur Breizh.
Prientet eo bet kejadennoù gant tud evit ma lavarfemp deomp penaos ho deus dizoloet, desket, ha lakaet ar brezhoneg da vont war-raok er vro.

Deuet eo Didier Dreau, soner gitar Nolwenn Korbell da welet ac’hanomp er c’hlas e miz Kerzu. Plijet omp bet gant ar pezh en deus sonnet hag heuliet eo bet gant liseidi hag o doa degaset ur gitar ganto. Ar re oant ket kustum implij ur benveg sonnerezh o deus heuliet en ur c’hanañ.
Gwelet hon eus penaos e aoze e sonnioù ha lañs ar brezhoneg er sonnerezh.
Desket en deus deomp, Dider Dreau, tonnioù, evel Blues ar penn-sardin. Adkavet e vo ar son-se war pladenn nevez Nolwenn Korbell. Ur pleustradeg e oa evidomp a-raok ma teufe justawalc’h ar ganerez hag a lako ac’hanomp da zizoloeiñ he bed awenet gant ar barzhonniezh. Aozet e vo ganeomp ur film diwar-se ha lakaet e vo war lec’hienn Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Spi hon eus e vo lakaet ar brezhoneg da vont war raok el lise en ur c’hrouiñ un « option » ar bloaz a zeu.

E galleg

Les élèves de l’atelier breton du lycée Thépot de Quimper, ont rencontré Didier Dreau, guitariste. Aujourd’hui, ils échangeront avec Nolwenn Korbell, chanteuse. Professeurs et élèves espèrent ainsi créer une option breton l’année prochaine dans ce lycée.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora