(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 11/03/2010 : Lise Brizeux Kemper, war bep tachenn ez eus ur brezhoneger !

11/03/2010 : Lise Brizeux Kemper, war bep tachenn ez eus ur brezhoneger !

© PK Lise Brizeux : disoleiñ al laboused 1

“Pegement a laboused a zo amañ ?” a c’houlenn ul liseadez. “Tro dro 20 000, met e-pad an hañv, n’eus nemet 15 000” a respont Paul Canevet, paotr al laboused, gant pouez-mouezh ar Vro Vigouden. E Enez Sant-Mark e Pont-’n-Abad, emañ ar strollad, un ugent bennak a liseidi en eilvet hag e kentañ klas. Heuliañ a reont an “option” pe hentenn brezhonek e Kemper.

Ur plijadur eo evito sellet al laboused e-barzh ar gevellunedoù. Dizoleiñ a reont ur bed n’int ket boaz da welet ha “deskiñ a reomp ur geriaoueg resis ivez” eme Mylène, e kentañ klas. Ur blijadur eo ivez evit Paul Canevet, a vez treuskaset gantañ e ouiziegezh diwar-benn an evned, hag e brezhoneg eo kalz gwelloc’h.
N’eo ket ar wezh kentañ d’al liseidi mont kuit deus al lise ha foetañ bro gant o c’helenner André Daniel. “Aet omp da Loktudi ha kejet hon eus gant ur vaouez a labour e Tipiak, komzet hon eus ivez gant ur medisin a zo rener un arnodva” a zispleg ul lisead. “E penn-kentañ ar bloavezh ’m eus goulennet digant al liseidi peseurt micher o doa c’hoant ober pe gant petra e oant dedennet ha klasket ’m eus lakaat raktres Klaskerien ha Treizherien soñjoù da glotañ gant o respontoù” a lavar André Daniel. Diskouez a ra ez eus ur brezhoneger war bep tachenn !

E galleg
Une vingtaine d’élèves du lycée Brizeux de Quimper suivent l’option breton en seconde et première. Cette année, ils ont rencontré une femme qui travaille chez Tipiak à Loctudy, le président d’un laboratoire à Pont l’Abbé, et Paul Canevet, passioné des oiseaux. Il y a des bretonnants dans tous les domaines !

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora