(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 14/01/2010 : Skolaj Diwan Kemper, treuskas ar yoga a remziadoù da remziadoù

14/01/2010 : Skolaj Diwan Kemper, treuskas ar yoga a remziadoù da remziadoù

War-dro 130 skolajiad a gemero perzh e-barzh raktresoù Klaskerien ar Treizherien soñjoù ar bloaz-mañ e skolaj Diwan Kemper. 5 raktres en holl a vo savet e-pad ar bloavezh-skol.

Troet e vo e brezhoneg un danevell ha savet e vo ur film war-lerc’h, ur pezh-c’hoari a vo savet gant perzhiadur Bob Simon ha Mona Bouzec, desket e vo kanañ gant brezhonegerien. Graet e vez ivez dija un dra dreist-ordinal : bep lun e kej un ugent bennak a grennarded gant ur brezhoneger a-vihannik, kelenner war ar yoga !
«Kemerit ho anal » eme Manu Mehu gant pouez-mouezh ar vro vigoudenn. Tout ar gentel vez graet e brezhoneg gant ar c’helenner hag a zo ivez animatour e France Bleu Breizh Izel. Dirazañ ar skolajidi eus ar 6vet betek an trede klas, azezet evel kemenerien gwechall, a selaou anezhañ, aketus. N’eus trouz ebet er sal. Goude un devezh-skol e vez sioulaet ar vugale gant ar yoga. « Ober a ra un ehanig goude ar c’hentelioù » a zispleg ur plac’h yaouank. «C’hoant hon eus kousket war-lerc’h» a lavar unan all.
Rener ar skolaj, Padrig an Habask a zo ivez er sal, ne ra ket vat ar yoga nemet d’ar vugale ! « Deut oa ar mennozh-se deomp e penn-kentañ ar bloavezh-skol. Iffig Flatres (rener Ti ar vro Kemper ha kaner) oa deut er skolaj, heuliañ a ra kentelioù yoga gant Manu ha komzet en deus ganeomp dioutañ. Ha dibabet hon eus pediñ ‘nezhañ bep lun. » Brezhoneger mat eo Manu Mehu, ha savet e vez ur bern emgavioù gantañ. Setu perak e klot mat gant reolennoù an oberiadenn Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Digor eo ivez ar gentel da gerent ar vugale.
Neus nemet ur gudenn : « Lod o defe ezhomm mont d’ar yoga met kavet e vez nemet skolajidi fur ha sioul » eme Padrig an Habask. Setu perak ez aio marteze ar gentel war vrasaat ar bloaz a zeu !

E galleg

Au collège Diwan de Quimper, quatre projets vont voir le jour. L'un d'entre eux a déjà commencé : des cours de yoga en breton ! Tous les lundis, Manu Méhu, bretonnant de naissance, vient au collège pour relaxer les élèves.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora