(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 17/06/2010 : Skol Diwan Brest Kerañgo, disoleiñ ar c'hoad hag ar poneed

17/06/2010 : Skol Diwan Brest Kerañgo, disoleiñ ar c'hoad hag ar poneed

© DR Skol Diwan Brest Kerañgo, disoleiñ ar c'hoad hag ar poneed

D'ar meurzh 11 a viz Mae, en em gavas CP ha CE1 Kerañgov e Gorre-Menez e Loperc'het evit an eil gwech.
Ganto e oa deuet Yvonne Simon, Jeanne ha Jean Lucas eus an ORB (Office des Retraités Brestois), brezhonegerien ampart, boas da zaremprediñ ar skolidi pe evit liorzhañ, pe evit sikour anezho da lenn pe c'hoazh evit kaozeal war danvez-mañ danvez.

Diouzh ar mintin e oa bet addizoloet ar c'hoad, koad ar gorriganed, o klask an diforc'hioù etre an Diskar-Amzer hag an Nevez-Amzer, heñchet gant Yvonne Simon, barrek mat evit ar pezh a sell eus anvioù ar plant hag ar gwez : broñsoù ar gwez, an nevezennoù, ar plant nevez diorroet, an delioù marv treuzfeurmet e teil-douar... E harz ar c'hoad e oa un dachennad gleborek 'lech ma voe kavet penndologed hag amprevaned dour, evit gwellañ plijadur ar vugale.
Echuet eo bet ar bourmenadenn-se er c'hoad gant ur weladenn en ti-feurm bihan staliet war douaroù ar greizenn, loened a bep seurt a oa eno : ur vuoc'h, deñved du Eussa, ur c'havr, paoned, yer…
A-raok kregiñ gant eil lodenn an devezh e voe pik-niket e porzh ar greizenn. Da ziv eur e oa ar poneed o c'hortoz ac'hanomp. Kempenn, broustañ anezho 'zo bet graet gant ar vugale a-raok diskenn war o c'hein betek an Elorn. A-raok an oberiantiz-se e oa bet studiet ar c'hezeg hag anvioù an holl vinvioù o tennañ outo gant sikour Daniel Peton, saver kezeg labour e Trebabu. Pa oamp bet eno en doa pedet ur gov da ziskouez deomp an doare ma vez cheñchet houarn ar c'hezeg. Un doare neuze da adwelet ar weladenn-se.
Peadra da gaout danvez evit ul labour a-feson er c'hlas.

Klas CE1-CE2 skol Diwan Brest Kerañgo

E galleg

Les élèves de CE1 et CE2 de l'école Diwan de Brest Kerangoff ont eu la chance de découvrir la nature en compagnie d'anciens. Ils ont ensuite fait une balade à poney dans les bois de Gorre-Menez.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora