(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 17/12/2009 : An tiez-kêr ivez a c'hell kemer perzh !

17/12/2009 : An tiez-kêr ivez a c'hell kemer perzh !

Gérard Viard, maire de Rosnoen, Maryse Le Sonn et Valérie Tréflez, institutrice à l'école Diwan du Faou

N’eo ket genedik Aotrou maer Rosloc’hen eus Breizh, ha ne oar ket brezhoneg kenneubeut, met ar c’hoant oa gant Gerard Viard kemer perzh barzh Klaskerien ha Treizherien soñjoù memestra.

« Bez ez eus neubeutoc’h a dud dedennet gant an amzer dremenet, kollet e vez tamm ha tamm istor ar gumun, setu perak eo ur chañs bras evidomp », a lavar an aotrou maer.
Un neubeud sizhunvezioù zo, eo aet e darempred gant skol Diwan ar Faou. Asambles gant ar skolaerez, Valérie Treflez, o deus dibabet lakaat ar gaoz war an eil brezel-bed. Goude vakañsoù Nedeleg ez aio neuze ar vugale e darempred gant tud kozh ar barrez. Kaozeal a rint asambles eus Jean Ernest Marie Brosset de la Chaux, un den hag en doa kuzhet pemp tonenn armoù e kastell Keroneg ha kontañ a raio an dreizherien penaos e oa ar vuhez e-pad ar brezel. Labouret e vo gant sikour teulioù kozh, er skol da gentañ, ha mont a raio ar skolidi betek Rosloc’hen evit gweladenniñ lec’hioù istorel ar gumun.
« Echuiñ a rimp ar raktres d’an 8 a viz Mae, kemer a raio perzh ar vugale hag an dud kozh e lid koun an eñvor » a zispleg Gérard Viard. Un taol-kaer ez eo evit ar skol ivez. « Labouret hor boa dija war an tem-se ar bloaz tremenet hag ar vugale a oa chomet boud pa oa echu an emgav : ur bern goulennoù o doa c’hoazh ! » eme Valérie Treflez, ar skolaerez.
Amzer o do neuze an tregont bennak a vugale da eskemm gant an dud kozh, anavezet mat ganto ar brezel. Hag an aotrou maer da echuiñ : « ur skouer e vo evit ar re all, spi hon eus e vo treuzkaset traoù a bep seurt c’hoazh. »

E galleg

A Rosnoën, c’est la mairie qui a eu l’initiative du projet Quêteurs de mémoire. Les enfants de l’école Diwan du Faou rencontreront des personnes ayant vécu la Seconde guerre Mondiale. Le 8 mai, ils participeront tous ensemble à la cérémonie du souvenir.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora