(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 19/11/2009 : Ne vo den ebet ken a ne ouio ket petra eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù !

19/11/2009 : Ne vo den ebet ken a ne ouio ket petra eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù !

An dud o deus kemeret barzh an emvod e Sked e Brest

“N’eo ket echu gant Klaskerien ha Treizherien soñjoù ?” “Ouezan ket me petra eo an oberiadenn-se“ “Da betra servij ?” Frasennoù e-mose a vez klevet atav e Penn-ar-Bed, gant kelennerien, tud-kozh pe bugale.
Abalamour d’ar goulennoù-se eo aozet emvodoù un tammig e pep lec’h en departamant, gant ar pal displegañ da dout an dud petra eo resis Klaskerien ha Treizherien soñjoù.

Digwener tremenet da skouer eo bet aozet gant Pauline Kerscaven, kefriadez war ar c’houlzad, gant sikour Bernez Kerdraon, rener Sked, ur sort emvod e Brest. Tro o deus bet un dek bennak a dud deuet kompren mont en dro ha reolennoù an oberiadenn. An emgavioù-se a servij da resisaat raktresoù ar skolaerien pe tud all, da welet petra zo tu ober ha penaos. “Dedennet on gant Klaskerien ha Treizherien soñjoù, d’am soñj e savin ur raktres“ en deus lavaret e-fin an emvod ur paotr ha n’en doa ket klevet kaoz james.
Mont a ra ivez ar gefriadez e darempred gant tud a vicher, da lavaret eo kentoc’h kelennerien, aotroù-maer, stajidi war ar brezhoneg pe tud e karg deus ar re-gozh. Kaozet he deus da skouer e-pad emvod meur an UGB (Unvaniez ar Gelennerien Brezhoneg), gant stajidi Roudour e Douarnenez hag e Karaez pe dirak renerien skolioù an Deskadurezh Katolik e Kastellin dec’h.
« Prest on da zont e-pep lec’h e Penn-ar-Bed, da respont d’an dud ha da sikour anezho evel-just », eme Pauline Kerscaven.
Setu ma z’oc’h dedennet gant Klaskerien ha Treizherien soñjoù kit e darempred ganti pe kit d’an emvodoù !

E galleg

Vous vous demandez ce qu’est l’opération Quêteurs de mémoire ? Pauline Kerscaven est là pour y répondre. Des réunions d’informations sont prévues dans tout le Finistère, notamment le mardi 24 à 18h30 à Ti ar Vro à Quimper et à KLT à Morlaix le jeudi 26 à 20h30.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora