(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 20/05/2010 : ar raktres kentañ en Ireo e Lesneven

20/05/2010 : ar raktres kentañ en Ireo e Lesneven

© PK ireo lesneven : deskiñ pikañ mein

An Iréo, e Lesneven a zo ur skol labour douar evit war-dro 250 skoliad met n’eus ket kalz anezho a c’hellfent kaozeal brezhoneg. Ur c’hwec’h bennak a zo evit gwir, lod a zo bet e Diwan pe e skolioù divyezhek. Reoù all a gompren un tamm d’an neubeutañ. Ar skolidi a vez ivez kustumet adlavarout komzoù o deus klevet er gêr, gant o zadoù-kozh, gerioù groz peurvuiañ, ha distaget fall ouzhpenn. War dro 40 stummer a zo en Iréo hag un dek bennak a oar brezhonegañ, met ne reont ket gwall alies.

Goulennet eo bet deomp ar bloaz-mañ labourat war un tem : ar glad hag heritaj ar vro. Setu perak em eus soñjet kemer perzh e Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Deuet eo din ar mennozh e-pad dorioù digor ar skol. Un diskouezhadeg war ognon Rosko, bet lakaet AOC nevez zo em boa savet. Graet e oa bet an traoù buan ha buan, gant traoù a netra. Setu perak em eus soñjet fichañ anezhi gwelloc’h evit servij da glinkadur evit ur veilhadeg digor d’an holl a vo graet e fin ar bloavezh-skol.
Setu kroget ar raktres ! Evit ar wezh kentañ o deus desket ar skolidi pikañ mein. N’eo ket bet nemet un digarez da gaozeal brezhoneg gant Louis Le Roux ha Christophe Ar Gac a zo deuet da ziskouez ar pezh a ouient ober, un tamm skiant prenet a c’hello servij un deiz bennak d’ar re yaouank. Souezhet on bet o welet pegement a lorc’h a oa ganto o teskiñ pikañ. Tost echu eo ar c’hae, graet e mein. Graet e vo traou all : kejañ a raio ar skolidi gant un arzhour a ra delvennoù ha gant produktourien ognon.
Peadra da reiñ un tamm plas d’ar brezhoneg er skol evit ma savo ar c’hoant deskiñ d’ar re o deus dalc’het nemet bruzun diouzh o sevenadur ha fouge d’ar re o deus dalc’het da vont ganti ha gant ar yezh.

François Kerscaven, kelenner

E galleg

C’est la première fois que l’Iréo de Lesneven participe à Quêteurs de mémoire. Les élèves ont appris à tailler la pierre pour fabriquer un muret, ils rencontreront aussi un artiste statuaire. Ce qu’ils auront réalisé servira de décor à une veillée, en breton, à la fin de l’année.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora