(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 22/04/2010 : Skol Diwan Lesneven, disoleiñ atant Jean-Louis

22/04/2010 : Skol Diwan Lesneven, disoleiñ atant Jean-Louis

© DR Skol Diwan Lesneven

Aet omp gant ar c’harr-boutin da welet Jean-Louis. Ar vuoc’h wenn he doa bet poan kaout ul leue, setu bremañ oa bet lakaet he unan. Al leue bihan a ev laezh e vamm ha reiñ a ra taolioù penn da lakaat anezhañ da ziskenn buanoc’h.

Gwelet hon eus ivez Jean-Louis oc’h ober laezh gant dour zomm ha bleud laezh, evit al leueoù brasoc’h e oa. Kolo a oa war al leur.
Peder ha peder ez a ar saout en ur sal evit ar goro. Ur mekanik eo a denn al laezh. E-barzh ur veol vras e lak anezhañ toud goude ha dont a ra ar c’hamion laezh da gemer pep tra, da gas d’an uzin Even. Lakaet e vo e boutailhoù ha kaset d’ar stalioù.
Blejal a reont an tirvi peogwir o deus c’hoant debriñ betarabez. An tarv bras vo debret e gig pa vo bras : kig drailhet. Ar saout zo aet da zebriñ er park da zebriñ geot goude. Ar vuoc’h a oa klañv zo chomet e-barzh da c’hedal ar medisin-loened.

Kolo zo bet roet d’ar moc’h : “pa vin bras e vin kaset en ur stal, troc’het d’ober kig”.
Yer ‘z eus ivez ha poñsined peogwir ez eus ur c’hilhog. Kroget en deus Jean-Louis e troad unan anezho, deomp da flourañ anezhi.

Bleiz eo ar c’hi. Diwall a ra an ti, kas ar saout d’ar park, ha dantañ ra o lost pa ne selaouont ket buan a-walc’h. Gouzout a ra pelec’h emañ an tu kleiz hag an tu dehou.
Ret eo lavaret “puch” dezhañ ha chom a ra azezet.
Gant an traktour vez degaset betarabez d’an tirvi. Pignet omp e-barzh ivez.
Nag a blijadur tudoù !

E galleg

Les élèves de l'école Diwan de Lesneven sont allés visiter une ferme, celle de Jean-Louis. Dans leur article, ils racontent leurs impressions

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora