(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 25/02/2010 : Skolaj Brizeux Kemper, dizoleiñ istor ar brezel gant ur sell all

25/02/2010 : Skolaj Brizeux Kemper, dizoleiñ istor ar brezel gant ur sell all

© PK Collège Brizeux : une belle leçon d'histoire

7 bloaz e oa Angele Jacq pa oa an Alamanted e Kemper, e-pad an Eil brezel Bed. Ur bern soñjoù he deus c’hoazh : boteier ar soudarded o stlakal war ar pave, he moereb jahinet peogwir he doa fardet paperoù faos, pe ar resistanted yaouank o doa laeret mil doser bennak e servij al labour ret (STO), e lec’h m’emañ an ti-post bremañ. Skrivet eo bet ar soñjoù-se ganti e-barzh ul levr, “Ils n’avaient que leurs mains“ e anv.

Studiet eo bet al levr-se gant ur c’hlasad trede deus ar skolaj Brizeux, e-pad kentelioù istor. Deuet eo Angele Jacq div wech er skolaj : kontet he deus he brezel d’ar skolajidi. Hag un nebeud deizioù ‘zo, int aet holl asambles d’ober tro Kemper evit dizoloeiñ al lec’hioù deskrivet el levr.
“Setu aze ar C’homandantur kozh” eme ar vaouez. Emañ ar strollad e straed Laennec. “Ret e oa deomp dont amañ evit kaout an aotre da dremen ha distremen”. Erruet dirak an iliz-veur e kont Angele penaos he doa gwelet un den o pignat war an tour evit lakaat banniel Bro-C’hall e penn-uhelañ ar monumant.
Dirak an ti-post, eo dedennet ar skolajidi gant istor ar resistanted. “Ne vez ket kontet se er c’hlas, plijusoc’h eo peogwir e vez displeget deomp penaos o deus bevet an dud ar brezel” eme Lucile, ur skolajiadez. Plijus eo ivez evit ar vaouez “treuskas ar soñjoù-se e brezhoneg. Kuzhet eo bet ar pezh o deus graet ar Vretoned e-pad ar brezel, c’hoant o deus bet raskañ hor istor”.
Ranngalonus eo bet an emgavioù etre ar re yaouank hag Angele. Hag ouzhpenn-se e klot gant program an trede klas. Traoù o do ar skolajidi da skrivañ pa vo tremenet ar breved ganto.

E galleg

Une classe de 3ème du collège Brizeux de Quimper a rencontré Angele Jacq. Elle avait 7 ans pendant la Seconde guerre Mondiale, et elle en garde beaucoup de souvenirs. Lors de la dernière rencontre, elle a montré aux élèves la Kommandantur, le siège du STO ou encore la caserne. Une manière pour les collégiens de découvir l’Histoire d’une autre façon.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora