(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 25/03/2010 : ar c'hoarioù, un digarez evit kaozeal brezhoneg

25/03/2010 : ar c'hoarioù, un digarez evit kaozeal brezhoneg

© PK Skolaj Diwan Ar Releg / Retretidi Delcourt-Ponchelet : eskemm ha c'hoari

E-barzh sal bras ti-retred Delcourt-Ponchelet e Brest emañ skipailhoù, a-gemmesk tud-kozh ha skolajidi, o respont d’un neubeud goulennoù. « Penaos e vez lavaret charrues e brezhoneg ? » « Skrivit 3 anv gwez » « Petra eo Buhez ar sent ? »

Skolidi Diwan ar Releg a sav ar goulennoù d’ar retretidi. Diaes eo evito a-wezhioù respont, ret eo soñjal en amzer-gwechall. « N’em eus ket soñj », « Ne ouezañ ket penaos e vez lavaret ar gêr-se e brezhoneg» a zispleg an dud kozh. Setu perak int sikouret gant tud a youl-vat. « N’eo ket strikt ! Dont a raio en-dro tamm ha tamm » eme Daniel Berder, ur c’hlañvdiour war e leve hag a soñj eo pouezhus tre kaozeal brezhoneg gant ar re gozh.
Goude bezañ respontet d’ar goulennoù, ez a ar skipailhoù betek ur sal all pe er-maez, lec’h ma vez kavet c’hoarioù evel patigo, birinik, kilhoù-kozh pe c’hoazh paledoù. Plijet eo ar re yaouank, ha gwelet e vez ivez ar re gozh o c’hoarzhin.
Met n’eo ket tout c’hoari : kanañ a reont asambles ivez. Pleustret o deus dija war ganaouennoù. Ar sizhun a zeu e vo graet un abadenn ganto en ti-retred, marteze ez int ivez betek Karaez evit kemer perzh e-barzh Kanomp Breizh e miz Mae.

E galleg

Les élèves de troisième du Collège Diwan du Relecq sont allés à la rencontre des résidents de la maison de retraite Delcourt-Ponchelet. Ils ont tous participé à un quizz et différents jeux traditionnels bretons. Ils chantent aussi ensemble, et la semaine prochaine ils feront un spectacle à résidence.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora