(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 28/01/2010 : Skol Jacquard Brest, dizoleiñ micher al labourer-douar

28/01/2010 : Skol Jacquard Brest, dizoleiñ micher al labourer-douar

« Pe oad oc’h ? » « Pet buoc’h o peus ? » « Petra vez graet gant al laezh ? » « Un tele ho peus ?» E-pad un eurvez o deus bet tro ar 16 skoliad (CE2 / CM1 / CM2) deus Skol Jacquard Brest, da gaozeal gant Alfoñs Raguennes, labourer-douar e Plouarzel.

E fin ar c’haoz eo erruet skuizh ar vugale, dre forzh sevel ar brec’hioù dehoù. War a seblant, desket o deus ur bern traoù. « Savet o deus goulennoù reizh war ar parkeier, souezhet on bet pa kleven anezho o komz ken mat », eme Alfoñs. Hag e respontas ar mestr, Erwan Sparfel a respont dezhañ : « Prientet hor boa ar goulennoù en a-raok ha deskiñ a reont brezhoneg abaoe ma’z int bihan tout ! »
Memestra an daou zen zo bet laouenn o welet ar vugale ken dedennet gant ar buhez war ar maez. Gant sikour Ti-kêr Brest ez aio ar c’hlas betek ti-feurm Alfoñs. Ha gant arc’hant ar C’huzul Departamant e rint ur filmig, asambles gant Kristian Ar Braz. Tro zo da welet al lodenn gentañ war al lec’hienn www.kaouenn.net dija ha fotoioù a zo bet lakaet ivez war al lec’hienn www.queteurs.cg29.fr ivez.

E galleg

A l’école Jacquard de Brest, 16 élèves ont eu la chance de rencontrer Alphonse Raguennes, agriculteur à Plouarzel. Prochainement, ils se rendront à la ferme. Leurs aventures sont à suivre sur www.kaouenn.net (film) et sur www.queteurs.cg29.fr .

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora