(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2009-2010 > 31/12/2009 : Un huñvre em eus graet

31/12/2009 : Un huñvre em eus graet

Mamm-gozh,
Skrivañ a ran dit evit souetiñ dit ur bloavezh mat, gouzout a ran on un tammig abred met ne (ouzon) ouezan ket peur e erruo al lizher-mañ en da di-retred. Just a-walc’h, penaos e za ar bed ganit e ti ar re-gozh ? Kaozeal a rez brezhoneg atav gant da vignoned ?

E CM2 on bremañ, kroget em eus da zeskiñ saozneg met ne blij ket re din, plijout a ra din muioc’h ar brezhoneg ! Ar c’hoant zo gant va gelennerez sevel ur raktres “Klaskerien ha Treizherien soñjoù” e-pad ar bloavezh skol. Met ne deus ket kalz a amzer evit aozañ an traoù (ha lavarout a ra e vo diaesoc’h diaesañ gant adreizhoù ar stad). Setu perak he deus goulennet deomp gwelet piv en hon familhoù a vefe a-du evit kemer perzh. Ar pal a zo kaozeal e brezhoneg etrezomp, tud kozh ha tud yaouankoc’h. An hini tostañ out, ha va zad ‘n eus lavaret din ez poa ur bern traoù da gontañ deomp diwar-benn an eil brezel bed. Me soñj e oas barzh ar parkeier pa oa erruet an alamanted er vro.
Marteze e vefe dedennet ivez Josette, Ana-Vari ha Marsel evit eskemm ganeomp ivez. Animatourez an ti-retred a zo a-du ha dont a-rafemp, me ha va gamaraded, war-droad da welet ac’hanoc’h (ar gelennerez a lavar eo ekologeloc’h).
Respont din buhan marplij, pres zo warnon da gejañ ganit e brezhoneg.
Bloavez mat, yec’hed ha prosperite hag ar baradoz e fin da vuhez !
Da verc’h-bihan muiañ karet,
Erell

E galleg

Pour cette nouvelle année, la petite Erell souhaite faire plus d'échanges en breton, avec sa grand-mère notamment. C'est ce qu'elle lui écrit dans cette lettre.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora