(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011

Articles 2010-2011

04/11/2010 : emvodoù e-pep korn an departamant

04/11/2010 : emvodoù e-pep korn an departamant

Kroget eo en dro Klaskerien ha Treizherien soñjoù gant ar pal, lakaat e darempred brezhonegerien a-vihannik gant tud o teskiñ brezhoneg (er skolioù, e-pad stajoù pe kentelioù-noz, er skol-veur…). 50 raktres a zo bet savet ar bloaz tremenet ha tost 1 500 den o deus kemeret perzh.

18/11/2010 : Sevel ur vuhez nevez en ti-retred

18/11/2010 : Sevel ur vuhez nevez en ti-retred

Deuet eo da vezañ ur voaz evit bugale skol Ar pevar avel ha retretidi ospital Lanneur. Gwelet e vez diouzhtu : n’eus tamm nec’hamant ebet etre an daou remziad. Ar re gozh a ra war dro ar re vihan ha flapañ a reont holl asambles.

02/11/2010 : An tiez-kêr e-barzh ar jeu

02/11/2010 : An tiez-kêr e-barzh ar jeu

Tro dro d’an daol emañ bodet Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr Plouzane, daou gelenner eus ar skol publik ha daou zen kozh eus ar gumun. Ar c’hoant zo ganto sevel raktresoù Klaskerien ha Treizherien soñjoù ar bloaz-mañ gant ar pal, lakaat ar re vihan da zizoleiñ buhez ar barrez. Pouezhus kenañ eo evit an dilennad, brezhoneger, lakaat e darempred ar remziadoù, setu perak eo bet da welet un neubeud retretidi a-raok pellgomz da skol Anita Conti.

16/12/2010 : ar c'han, ul liamm etre ar remziadoù

16/12/2010 : ar c'han, ul liamm etre ar remziadoù

Emañ un tregont bennak a vugale o kanañ asambles war leurenn ti-retred Delcourt-Ponchet e kreiz-kêr Brest. Dirazo ar retretidi zo aketus kenañ. Un neubeud a gan ivez. An deiz-mañ eo deuet bugale CP ha CE1 skol Jacquard d’ober un abadenn evit tud kozh an ti-retred : an emgav diwezhañ eo etre ar remziadoù.

30/12/2010 : Skolajidi war divaskell an Istor

30/12/2010 : Skolajidi war divaskell an Istor

D’an 3 a viz Eost 1943 emaomp, e-kreiz an eil Brezel Bed. Ur c’harr-nij, ur Spitfire, 'zo o paouez bezañ diskaret gant an Alamaned e-kichen Brest. Mont a ra neuze al levier war-zu un dachenn frank, da zouarañ. E Keryâr e Gwiseni emañ. Ur bern tud eus ar vro a zeu da sikour anezhañ met paket eo gant soudarded alaman. Kas a reont ar pilot d’un ospital ha war-lerc’h e-barzh ur c’hamp e Bro-Bolonia.

13/01/2011 : Pemp raktres e skolaj Diwan Kemper

13/01/2011 : Pemp raktres e skolaj Diwan Kemper

Evel bep bloaz e vez kemeret perzh gant Skolaj Diwan Jakez Riou (Kemper) e-barzh Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Pemp raktres a zo war ar stern e 2011 ha lod ’zo zo kroget dija.

27/01/2011 : Eus ar gaozeadenn betek an arnodenn

27/01/2011 : Eus ar gaozeadenn betek an arnodenn

« Penaos e oa ho kwiskamant gwechall ? » a c’houlenn ur plac’h e trede klas e Skolaj Sant-Loeiz e Kastellin d’ur vaouez gozh hag a zo o chom e ti-retred Ploudiern. « Hein ? » a respont ar vouez. « Penaos e oa ho kwiskamant gwechall ? » a adlar goustadigoc’h ha kreñvoc’h ar skolajiadez. « Ah ! Penaos e oa ma gwiskamant ? Du, du… » Setu penaos e krog ar gaozeadenn etre an daou rummad.

10/02/2011 : Rimadelloù hag istorioù e Skaer

10/02/2011 : Rimadelloù hag istorioù e Skaer

Mona Bouzeg zo anavezet gant klasad Eric Ligeour, re vras ar skol-vamm e skol bublik Joliot-Curie e Skaer. "Boñjour Mona" a vez klevet gant lod. Koulskoude n'eo ket deut da welet anezho abaoe ar bloaz paseet. Met dalc'hmat e vez plijadur etre ar vugale ha Mona. Degas traoù d'ar vugale a blij dezhi kenañ, un dra ret eo eviti ! Hag an dra-se n'eo ket bet ankouaeet gant ar vugale. Teir gwech e teuio Mona ar bloaz-mañ evit dañsal ha kanañ gant ar vugale.

24/02/2011 : Ar filmoù, un digarez evit "prechañ" e brezhoneg

24/02/2011 : Ar filmoù, un digarez evit "prechañ" e brezhoneg

En em vodañ o deus graet un tregont bennak a-dud kozh e-barzh sal vras an ti-retred « Les jardins du clos » e Douarnenez. O sellout aketus ouzh ur skramm emaint. Skignet e vez dezho ur film e brezhoneg savet gant Marie Kermarrec diwar-benn buhez Anjela Duval. Ar varzhezh he deus tremenet he buhez war ar maez, evel kalz a dud er sal.

10/02/2011 : "Degemer mat en ti-retred, bugale !"

10/02/2011 : "Degemer mat en ti-retred, bugale !"

Erruout a ra un dek bennak a vugale deus skol Diwan Kemperle e-barzh ur c’harr-boutin bihan. « Bienvenue à la maison de retraite d’Arzano les enfants » eme Katell, animatourez an Ehpad. Ne oar ket brezhoneg met c’hoant he deus bet sevel ur raktres Klaskerien ha Treizherien soñjoù.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora