(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 02/06/2011 : Ar skrivañ, un digarez evit kejañ

02/06/2011 : Ar skrivañ, un digarez evit kejañ

© DR Skolajidi Diwan Ar Releg e Plouguerne

Deuet e oa Goulc'han Kervella da skolaj ar Releg evit displegañ penaos e veze levezonet alies gant an endro da vare ma lak en e soñj sevel un danevell. C'hoant o deus bet kompren.

Savet o doa ar skolajidi trede klas danevelloù dre strolladoù daou pe dri ha goulennet digant paotr ar Vro Bagan e soñj war o skrid. Hag aet ar gaoz war ur skrid brudet savet gantañ, " An ti bihan e traoñ reier ar C'hleger". Setu penaos zo bet lakaet emgav prestik goude, war an aod, e Plougerne, nepell eus tour-tan ar Werc'hez, evit displegañ dezho penaos e oa deuet ar soñj dezhañ, pelec'h emañ an ti bihan a zo kaoz outañ, pelec'h emañ ar c'hleger, pelec'h e oa o chom d'ar mare-se. " Traoù gwirion am eus lakaet e-barzh ar skrid, mesket gant frouezh ma faltazi, evel-just" a anzav Goulc'han Kervella, d'ar skolajidi azezet brav war ar vri, o selaou anezhañ aketus.
Aet eo ar gaoz pelloc'h war an doare m'o doa an dud da vezhina, da besketa ha zoken da labourat an douar. A-hed ar veaj gant ar c'harr-boutin zo bet kaoz eus an endro, eus an inizi... Ur gwir gentel douaroniezh.
Echuet eo bet an droiad gant ur weladenn d'an Hellez, e-lec'h m'o deus gallet ar skolajidi kompren un tamm gwelloc'h penaos e vez aozet ur pezh-c'hoari. Ha Gaid, Riwanon hag o mignonezed da estlammañ dirak an holl zilhadoù renket brav e sal ar gwiskamantoù.

Yann-Fañch Jacq, kelenner e Skolaj Diwan ar Releg

L’écriture en partage
Les élèves de 3ème du Collège Diwan du Relecq-Kerhuon ont écrit des nouvelles et les ont proposé à Goulc’han Kervella, écrivain et acteur. Ensemble ils sont allés près du phare de l’île vierge de Plouguerneau, là ou se déroule une nouvelle de Goulc’han.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora