(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 02/11/2010 : An tiez-kêr e-barzh ar jeu

02/11/2010 : An tiez-kêr e-barzh ar jeu

© PK An tiez-kêr e-barzh ar jeu

Tro dro d’an daol emañ bodet Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr Plouzane, daou gelenner eus ar skol publik ha daou zen kozh eus ar gumun. Ar c’hoant zo ganto sevel raktresoù Klaskerien ha Treizherien soñjoù ar bloaz-mañ gant ar pal, lakaat ar re vihan da zizoleiñ buhez ar barrez. Pouezhus kenañ eo evit an dilennad, brezhoneger, lakaat e darempred ar remziadoù, setu perak eo bet da welet un neubeud retretidi a-raok pellgomz da skol Anita Conti.

Ha pa vez goulennet digant Jean Quinquis, o chom e Plouzane abaoe eo ganet, ma mañ a-du evit kejañ gant skolidi, e respont « n’on ket a-enep ! Ne ouien ket e oa ur skol brezhoneg e Plouzane ! » Digeriñ a raio neuze e di-feurm bihan d’ar vugale. « Saout ho peus, keta ? » eme Yann-Fañch Kerneis. « Ya, ha gwenan ivez. »
Plijet eo ar gelennerien evel Marie-Jo Guizien, kaout un tamm sikour digant an ti-kêr evit sevel raktresoù. Ha plijet int ivez selaou ar re gozh ha dizoleiñ traoù ne anavezent ket. « Gall’ a rafemp ober un valeadenn tro dro « ti an diaoul », un ti savet en un nozvezh, hervez ur vojenn » a ginnig un annezad deus Plouzane. Marteze vo lakaet ar goaz ivez war an eil brezel bed hag en deus merket ar gumun.

E galleg

La mairie de Plouzané a décidé de s’impliquer dans l’opération Quêteurs de mémoire cette année. Yann-Fañch Kerneis, conseiller municipal a rencontré des anciens et proposé des projets à l’école Anita Conti.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora