(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 04/11/2010 : emvodoù e-pep korn an departamant

04/11/2010 : emvodoù e-pep korn an departamant

An dud o deus kemeret barzh an emvod e Sked e Brest

Kroget eo en dro Klaskerien ha Treizherien soñjoù gant ar pal, lakaat e darempred brezhonegerien a-vihannik gant tud o teskiñ brezhoneg (er skolioù, e-pad stajoù pe kentelioù-noz, er skol-veur…). 50 raktres a zo bet savet ar bloaz tremenet ha tost 1 500 den o deus kemeret perzh.

M’ho peus c’hoant muioc’h a ditouroù, ma z’oc’h dedennet gant ar raktres met ne ouezoc’h ket c’hoazh penaos sevel emvodoù, ma labouroc’h en ur skol, un ti-retred, un ti-kêr, ul levraoueg, ur greizenn-dudi, ur gevredigezh sevenadurel, ur gevredigezh kerent skolidi, ur c’hlub pe un aozadur all e c’helloc’h kemer perzh e-barzh an emvodoù aozet gant ar C’huzul-departamant.

Aozet zo bet daou emgav dija e Brest hag e Kemper, met tri all a vo : unan e Karaez, dilun a zeu, e sal an ti-kêr da 18e30, unan all, dimeurzh a zeu, e Montroulez e sal KLT (Kae Leon) da 18e30, hag an trede e Kemperle, d’ar merc’her 10, e sal 2 an ti-kêr.

Ma ouezoc’h dija peseurt raktres a vo savet ganeoc’h e c’helloc’h pellgargañ fichennoù evit en em enskrivañ ha tapout ur skoazell arc’hant war www.queteurs.cg29.fr . War al lec’hienn-se e vo kavet ganeoc’h tout an ditouroù evit lakaat ho anv, fotoioù, videoioù (a-benn nebeut) ha tout ar pennadoù a vo embannet e-barzh Le Télégramme e-pad ar bloaz.

E galleg

Pour permettre à tous les acteurs intéressés de comprendre les tenants et aboutissants de Quêteurs de mémoire, 3 réunions sont organisées dans le Finistère.

- à Carhaix, dans la salle Justice et Paix de la mairie, le lundi 8 novembre à 18h30

- à Morlaix, dans les locaux de KLT, le mardi 9 novembre à 18h30

- à Quimperlé, dans la salle numéro 2 de la mairie, le mercredi 10 novembre à 18h30

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora