(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 05/05/2011 : Korriganed e Abati ar Releg

05/05/2011 : Korriganed e Abati ar Releg

© PK Skolidi Diwan Kommanna e Abati ar Releg

Azezet zo pemp pe c’hwec’h bugel war ar geot, ar re all a zo o c’hoari war porzh abati ar Releg (Plouneour-Menez). E CP pe e CE1 emaint, e Skol Diwan Kommanna. E-tal dezho, tud deuet, azezet ivez, met gwelet e vez n’int ket ken ouesk hag ar re yaouank !

Un neubeut bloavezhioù ‘zo e oa ur skol en abati, ur skol-vamm. Ar gelennerez ha kerent ar vugale, erru bras bremañ, a zo deut da gontañ penaos e oa ar vuhez el lec’h-se.
« Peseurt c’hoarioù o doa ar vugale gwechall ? » a c’houlenn ur bugel. «Neubeutoc’h a c’hoarioù oa eget bremañ met ur bern traezh oa war porzh ar skol » a respont Chantal, skolaerez d’ar mare-se.
« Skrivañ a raent gant ur bluenn ? » eme unan all. « Ne raent ket ! Stiloioù hon oa dija memestra ! » Evit ar vugale ar bloavezhioù 80 a zo ar Grennamzer !

Setu un tamm all eus ar gaozeadenn : « Mont a raec’h da bourmen ? » « Bemdez ! Hag a-wechoù e welemp korriganed…» « Gwir eo ? Ha penaos e oant ? » Ha setu ar re vras kroget da gontañ istorioù (marteze n’eo ket istorioù, piv oar ?) d’ar re yaouank.

An holl eskemmoù etre ar rummadoù a zo bet enrollet gant ur paotr a vicher. Un neubeut tammoù a vo roet da selaou e-barzh diskouezadeg nevez an abati, anvet « Ma parole ». Gallout a rit neuze dizoleiñ ivez istor skol Diwan ar Releg adalek ar 27 a viz Mae.

Pauline Kerscaven

La parole aux habitants
Les enfants de CP et CE1 de l’école Diwan de Commana se sont rendus à l’Abbaye du Relec à Plouneour-Menez. Il y a quelques années, c’est là qu’était installée l’école Diwan des Monts d’Arrée. Les élèves ont donc rencontré d’anciens élèves, enseignants et parents d’élèves pour découvrir cette histoire. Leurs conversations, en breton, ont été enregistrées et seront insérées dans la nouvelle exposition de l’Abbaye, « Ma parole ».
Plus d’informations sur www.cheminsdupatrimoinenfinistere.com

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora