(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 10/02/2011 : "Degemer mat en ti-retred, bugale !"

10/02/2011 : "Degemer mat en ti-retred, bugale !"

© PK An Arzhanoù : skolidi Diwan Kemperle asambles gant tud-kozh an ti retred

Erruout a ra un dek bennak a vugale deus skol Diwan Kemperle e-barzh ur c’harr-boutin bihan. « Bienvenue à la maison de retraite d’Arzano les enfants » eme Katell, animatourez an Ehpad. Ne oar ket brezhoneg met c’hoant he deus bet sevel ur raktres Klaskerien ha Treizherien soñjoù.

Diouzhtu goude bezañ degouezhet e-barzh an ti ez a ar skolidi da welet ar re gozh. « Mont a ra mat ? Petra eo hoc’h anv ? Pe oad oc’h » Setu ar goulennoù vez savet gant ar re vihan. Ar re gozh a respont gant plijadur, zoken m’o deus poan, a-wechoù, komprenn anezho. « N’eo ket memes brezhoneg » vez klevet evel boaz !
War lec’h ez a an holl dud e-barzh ar sal vras evit kanañ. Deuet eo Georges Dauphin, mil anavezet er vro, evit reiñ lañs d’an abadenn. Kregiñ a ra gant « Pardon Kelwenn », ar re all a ziskan.

Desket eo bet ar ganouenn-se er c’hlas. « Kanaouennoù hengounel oa bet enrollet gant kanerien Kemperle. Servij a raio deomp evit labourat ha eskemm gant ar re gozh » a zispleg Annick Couloigner, ar skolaerez.
Daou emgav all vo aozet ha marteze ez aio ar re vihan hag ar re vras da bourmenn war ar maez en Arzhanoù.
Sellet a rin ivez asambles, sur a walc’h, ouzh Frañs 3. Ur skipailh oa deuet da filmañ an emgav. Skignet e vo e fin miz Meurzh e-barzh « Red an Amzer ».

Bienvenue à la maison de retraite !

13 élèves de l’école Diwan de Quimperlé se sont rendus à l’Ehpad d’Arzano. Ils ont échangé et chanté ensemble. France 3 en a fait un reportage, il sera diffusé à la fin du mois de mars dans l’émission « Red an Amzer ».

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora