(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 10/02/2011 : Rimadelloù hag istorioù e Skaer

10/02/2011 : Rimadelloù hag istorioù e Skaer

© CG29

Mona Bouzeg zo anavezet gant klasad Eric Ligeour, re vras ar skol-vamm e skol bublik Joliot-Curie e Skaer. "Boñjour Mona" a vez klevet gant lod. Koulskoude n'eo ket deut da welet anezho abaoe ar bloaz paseet. Met dalc'hmat e vez plijadur etre ar vugale ha Mona. Degas traoù d'ar vugale a blij dezhi kenañ, un dra ret eo eviti ! Hag an dra-se n'eo ket bet ankouaeet gant ar vugale. Teir gwech e teuio Mona ar bloaz-mañ evit dañsal ha kanañ gant ar vugale.

Rimadelloù a vo desket dezho ivez ha kontet e vo istorioù ganti.

"Balin Baloñ Doudou zo klañv
Doudou bareo gant louzoù kreñv "

"Brav-tre ! Ur wech c'hoazh tout " a lar Mona.

Da heul eo ar vugale, hini hag hini, a lavar ur rimadell da Vona , hini ar c'horf :

"Piv 'ra unan ? Me ma-unan
Piv 'ra daou ? Divskouarn Laou
Piv 'ra tri ? Daoulagad ha fri”

Goude e vez dañset ha kanet "Me 'meus un ti e kêr Pondi".

Un istor a vo kontet gant Mona ivez, hini "Rodelleg aour", troet diwar "Boucle d'or" gant Mona. Lavaret e vez gant ar vugale ar pezh zo ba'n istor ivez.
Hiziv e oa deut tud Tv Résidence da filmañ an abadenn a vo skignet war Tebeo da heul.
Mona a stourm evit brezhoneg komzet he bro - Bro an Aven - abaoe daou-ugent vloaz bremañ. E pemp skol er vro-se e ya da welet ar vugale da zegas pinvidigezh ar rimadelloù, an istorioù. Keit ha ma vo yac'h e kendalc'ho evit brasañ plijadur ar vugale !

E galleg

Les enfants de maternelles de l’école Joliot-Curie de Scaër rencontrent régulièrement Mona Bouzec, qui leur apprend des comptines. Cette année, ils vont également adapter le conte de Boucle d’Or. Un livre-cd sera tiré de ces rencontres intergénérationnelles.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora