(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 10/04/2011 : Dudi e skol-veur Kemper a-raok an arnodennoù

10/04/2011 : Dudi e skol-veur Kemper a-raok an arnodennoù

© PK Skol-Veur Kemper : disoleiñ ar c'han gant Pierre-Yves Pétillon

Ur raktres oa bet savet evit lakaat e darempred ar glaskerien hag an dreizherien soñjoù gant klas Nadège Monfort, kelennerez war ar brezhoneg e skol-veur Pêr-Jakez Helias e Kemper. Un emgav a zo bet aozet bep sizhun e-pad teir sizhun, war tem ar c’han hengounel. Treuskaset eo bet spered ha lusk ar c’han gant Pierre-Yves Pétillon ha Klervi Rivière.

Goude bezañ bet gweladennet “Ti ar Vro”, zo bet graet anaoudegezh gant Pierre-Yves Pétillon. Dizoloet hon eus gantañ an doare d'ober gant ar gevredigezh ha lec’hienn internet “Dastum”, lec’h ma vez kavet kanaouennoù, kontadennoù hag kement 'zo. Amzer hon eus bet ivez evit dizoleiñ teñzorioù an teuliaoueg. Siwazh re verr e oa an amzer dremenet er savadur brav ar jimnas kozh, met dre ma ‘vez dieub, hag eo bet roet an aotre, e vo tu d'an d’an holl, a vez o klasko danvez evit studiañ hor yezh, dont alies. Evit an eil emgav eo deut Pierre-Yves Pétillon er skol-veur evit lakaat ac’hanomp da ganañ. Ur frapadig dudiñ a-raok prientiñ arnodennoù fin ar bloaz ! Gant ur pemzek studieren bennak eo bet desket ha kanet “War bont an Naoned” gant kalz a blijadur. “Pierre-Yves a zo “kool”, jentil hag gouzout a oar lakaat an dud en o bleud” eme Camille, studierez en eil bloavezh istor. Piv oar, marteze e welimp anezhañ o kanañ e fest “An Diaoul a Gan” d’an 13 d’ar 15 a viz Mae, er Yeuc’h, e-kichen Douarnenez. Dec’h oa deut Klervi Rivière, kanerez eus ar vro Vigouden, evit displegañ he darempred gant ar yezh ha gant ar c’han. Kanet oa bet un nebeut tonioù ganti evit hor brasañ plijadur. Kazi sur e roio ar c’hoant da studieren nevez dizoleiñ ur yezh hag ur sevenadur leun a startijenn.

Raphaël Bresson Studier e Skol-Veur Kemper

E galleg

Plusieurs étudiants de la faculté de Quimper (UBO) ont eu la chance de rencontrer Pierre-Yves Pétillon et Klervi Rivière, deux chanteurs bretons. Ils ont découvert de nombreuses chansons et se sont même essayés au Kan ha Diskan !

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora