(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 13/01/2011 : Pemp raktres e skolaj Diwan Kemper

13/01/2011 : Pemp raktres e skolaj Diwan Kemper

© DR Skolaj Diwan Kemper : eskemm gant Louise Ebrel

Evel bep bloaz e vez kemeret perzh gant Skolaj Diwan Jakez Riou (Kemper) e-barzh Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Pemp raktres a zo war ar stern e 2011 ha lod ’zo zo kroget dija.

Eizh skoliad deus ar pevare klas a heul kentelioù yoga gant Manu Mehu bep lun. An eil bloavezh eo ha tremen a ra brav. « Talvoudus-kenañ eo pleustriñ war ar yoga evit desaverezh ar skolajidi ha war un dro, liammañ ar pleustr ouzh ar vouezh diabarzh » eme rener ar skolaj, Padrig an Habask.
Skolajidi ar c’hwec’hvet klas a zesko kanañ ha kontañ gant Angel Jacq, skrivagnerez, Yann Guillamot, konter, Kristian Duro, kaner ha konter eus ar vro Fisel, ha Jean Le Floc’h, paotr an akordeoñs e-barzh ar strollad Oktopus Kafe. Un abadenn a vo graet dirak ar skolidi hag o c’herent.
Louise hag Annie Ebrel hag ivez Anne-Marie Colomer a lakao ur strollad tud yaounk da ganañ ar gavotenn. Kemer a rin perzh e fin ar bloavezh-skol e-barzh festoù-noz e Kastell-Nevez-ar-Faou pe c’hoazh e Gouelioù Kerne.
Gant ar pempvet e vo desket c’hoari asambles, distagañ mat hag ijinañ doareoù leureniañ gant Tomas Kloareg deus an Teatr Piba.

E galleg

Cinq projets sont en cours au collège Diwan Jakez Riou de Quimper. Certains élèves font du yoga, d’autres apprennent à faire du théâtre, à conter ou à chanter.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora