(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 16/06/2011 : Skolajidi Gwiseni a zisoleiñ an dachenn Natura 2000

16/06/2011 : Skolajidi Gwiseni a zisoleiñ an dachenn Natura 2000

© DR Skolajidi Diwan Gwiseni er C'hurnig gant labourerien-douar

E meur a lec’h en departamant ez eus tachennoù graet Natura 2000 anezho. Savet int bet gant skoazell Unaniezh Europa evit gwareziñ tachennoù gant plant ha loened hag a c’hellfe mont da get ma ne daolomp ket evezh outo.

Gwareziñ un dachenn naturel ne dalv ket chom hep ober netra ganti. Sed aze ar pezh en deus displeget deomp Pierrick Mellouet a lak e chatal hag e gezeg da beuriñ war an dachenn-se. « A-raok bezañ bet lakaet ar saout eno ne oa nemet moc’haj ha loustoni. Bremañ, a-benn ar fin, eo bet sklêraet tout an dachenn ha bleunioù a zo deuet el lec’h ma ne oa nemet louzeier fall. » Meur a zen, labourerien-douar pe tud a youl vat anezho evel Pierrick, a labour ingal war dachenn Natura 2000 Gwiseni.
Met, gwall cheñchet eo bet ar vro abaoe tregont vloaz. Kalz parkeier ha pradeier a zo bet dilezet ha n’int ket labouret ken. Ne reer ket war dro ar c’hanolioù hag ar fezier ken hag abalamour da se eo aet da yeun tachennoù zo el lec’h ma veze troc’het korz ha taouarc’h gant tud ar vro gwechall. Albert Gall en deus soñj mat eus al labourioù-se : « E Miz Here e veze troc’het an taouarc’h, goude bezañ bet troc’het ar c’horz. E kement ferm e oa toennoù soul hag an dud o doa ezhomm korz da c’holeiñ anezho. Bep pevar-pemp bloaz e veze roet ur c’houchad nevez dezho. »
Hag Albert Gall da ziskouez deomp penaos troc’hañ tammoù taouarc’h na re vras na re vihan gant ar gontell-brad ha pep hini d’e dro da gregiñ e-barzh. Laosket int bet da sec’hiñ war blas evit poent. Hag a-benn bloaz ez aimp da zastum anezho. Hag e vo ret deomp gortoz ur bloavezh ouzhpenn a-raok deviñ anezho. Pep tra en e goulz, n’eo ket ta ?

Skolajidi Diwan Gwiseni

A la découverte du patrimoine local
Grâce à l’opération Quêteurs de mémoire, les élèves du Collège Diwan de Guisseny ont découvert la zone Natura 2000 de leur commune. Ils ont notamment rencontré des agriculteurs qui entretiennent cet espace.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora