(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 16/12/2010 : ar c'han, ul liamm etre ar remziadoù

16/12/2010 : ar c'han, ul liamm etre ar remziadoù

© PK Bugale Skol Jacquard Brest a gan asambles gant tud-kozh ti-retred Delcourt Ponchelet

Emañ un tregont bennak a vugale o kanañ asambles war leurenn ti-retred Delcourt-Ponchet e kreiz-kêr Brest. Dirazo ar retretidi zo aketus kenañ. Un neubeud a gan ivez. An deiz-mañ eo deuet bugale CP ha CE1 skol Jacquard d’ober un abadenn evit tud kozh an ti-retred : an emgav diwezhañ eo etre ar remziadoù.

Abaoe penn-kentañ ar bloavez skol e teu skolidi Jacquard da welet ar re gozh. Deskiñ a reont kannaouennoù aes da gompren evel « Marijanig » ha debriñ a reont ar merenn-vihan asambles. Goude bezañ kanet o deus savet panelloù gant fotoioù kemeret e-pad an emgavioù. Diskouezet eo bet da dout an dud.
Pouezhus kenañ eo evit animatourez an ti-retred sevel kejadennoù e mod-se. Ar bloaz tremenet dija he doa savet ur raktres diwar-benn ar c’hoarioù hengounel gant skolaj Diwan ar Releg. Ar bloaz-mañ he deus dibabet labourat gant bugale bihanoc’h. Ha ober a ra vat d’ar re gozh kejañ gant ar re vihan. Ouzhpenn-se, ar c’han zo un digarez evit mont da gaozeal gant tud all.

E galleg

Depuis le début de l’année, les CP et CE1 de l’école Jacquard rencontrent les résidents de la maison de retraite Delcourt Ponchelet de Brest. Lors de leurs rencontres, ils chantent ensemble.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora