(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 18/11/2010 : Sevel ur vuhez nevez en ti-retred

18/11/2010 : Sevel ur vuhez nevez en ti-retred

© PK Lanmeur : debriñ krampouez holl asambles

Deuet eo da vezañ ur voaz evit bugale skol Ar pevar avel ha retretidi ospital Lanneur. Gwelet e vez diouzhtu : n’eus tamm nec’hamant ebet etre an daou remziad. Ar re gozh a ra war dro ar re vihan ha flapañ a reont holl asambles.

Ar bloaz tremenet oa bet savet 8 emgav diwar-benn temoù disheñvel : ar verenn pe c’hoazh ar skol hanter-kant bloaz ‘zo. “N’em bije ket kredet e vefe ken pinvidik an eskemmoù, fromus e oant” a zisplege ur skolaerez pa oa bet goulennet diganti ober bilañs an abadenn. “Pouezus-kenañ eo evit ar re gozh kaozeal brezhoneg” eme Sébastien Portier, unan deus an animatourien. “Lakaet e vez war wel buhez ar retretidi, soñjal a reont eo talvoudus ar pezh a vez kontet gante d’ar vugale. Ha setu hor fal : lakaat anezho e-kreiz ur vuhez sokial nevez, o doa ar santimant bezañ kollet oc’h erruout en ospital.” Normal eo neuze e vefe ger-stur an ospital “Ar vuhez : atav da vezañ adkroget”.
Setu kroget en dro an emgavioù ar bloaz-mañ. An hini kentañ oa ur pred lipous en ti-retred. Didammet eo bet krampouezh ar re-vihan gant an dud kozh a lakae ivez chug-frouezh e-barzh o werennoù. “Pegen koant eo ar plac’h-se, memes oad eget va merc’h-vihan.” “Laura eo va anv !” Setu ar pezh oa tu klevout e-pad ar pred.
E-pad an emvodoù all vo komzet eus ar skol, al liorzh, al labour-douar, ar c’hanaouennoù, ar c’hoarioù ha kement ’zo.
Savet e vo ur film ivez evit diskouez ar pezh a vez graet ha marteze e roio c’hoant d’an animatourien all kemer perzh e-barzh Klaskerien ha Treizherien soñjoù.

E galleg

L’année dernière les élèves de l’école des 4 vents de Lanmeur ont rencontré les anciens de l’hôpital local à 8 reprises. C’est reparti cette année. Ils échangeront autour de thèmes variés : l’école, le potager, l’agriculture.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora