(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 21/04/2011 : Disoleiñ istor Pont-'n Abad

21/04/2011 : Disoleiñ istor Pont-'n Abad

© PK Pont 'n Abad : bugale Skol Itron Varia Garmez e ti-retred ar Sav Heol

Div eur hanter eo e-barzh ur sal e ti-retred « Ty Pors Moro » e Pont-‘n-Abad. Erruout a ra ur pemzek bennak a vugale, deut int war droad eus Skol Itron-Varia Garmez. Ar re gozh a zo azezet dija tro dro d’an taolioù. Mont a reont neuze daou-ha-daou pe tri-ha-tri da welet anezho.

Koumañs a reont da lavar o anv, o oad hag eus pelec’h e teuont. « Dek vloaz on, e Plouneour emaon o chom » eme ur plac’hig. « Me ivez, chom a raen e Plouneour ! » a respont ur vaouez. Ha setu kroget ar gaozeadenn. « Penaos ez aec’h d’ar skol gwechall ? Peseurt micher ho poa ? Ha penaos e oa Pont-‘n-Abad 40 vloaz zo ? » Aketus eo ar re gozh, ha respont a reont d’ar goulennoù a-wechoù e galleg, a-wechoù e brezhoneg.
Degaset zo bet fotoioù kozh eus kêr-benn ar Vro Vigoudenn gant ar c’helenner, Ronan Le Lay, gant ar pal, lakaat ar retretidi da gontañ ar vuhez evel ma oa gwechall.

Evit an eil emgav, ez aio un neubeud eus an dud-kozh betek Itron-Varia Garmez. Lod eus outo o deus studiet er skol-se, setu perak o do ur bern marvailhoù da gontañ d’ar re yaouank. Graet e vo ivez tro ar barrez evit gwelet al lec’hioù istorel.

Gant ar poltridi a zo bet dastumet ha gant ar pezh a zo bet kontet gant ar retretidi e vo savet ul levr etreoberiat, war an urzhiater. E miz Even e vo savet un diskouezadeg ivez. Staliet e vo er skol hag en ti-retred, evit ma vefe tennet gounid gant an holl eus an eskemmoù etre ar rummadoù.

Echanges en breton sur l’histoire de Pont l’Abbé

Les enfants de l’école Notre-Dame des Carmes et les anciens de la maison de retraite Ty Pors Moro se racontent l’histoire de Pont l’Abbé. De ces échanges découleront une exposition et un livre interactif.

Klikit amañ evit gwellet an holl fotoioù / Cliquez ici pour voir toutes les photos

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora