(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 24/02/2011 : Ar filmoù, un digarez evit "prechañ" e brezhoneg

24/02/2011 : Ar filmoù, un digarez evit "prechañ" e brezhoneg

© PK O sellout ur film diwar-benn Anjela Duval emañ ar re gozh

En em vodañ o deus graet un tregont bennak a-dud kozh e-barzh sal vras an ti-retred « Les jardins du clos » e Douarnenez. O sellout aketus ouzh ur skramm emaint. Skignet e vez dezho ur film e brezhoneg savet gant Marie Kermarrec diwar-benn buhez Anjela Duval. Ar varzhezh he deus tremenet he buhez war ar maez, evel kalz a dud er sal.

Setu perak, ur wech achu ar film, ez a stajidi Roudour da sevel goulennoù outo war an tem-se. « Diaes e oa ar vicher-se, keta ? » eme ur paotr. « Oh, ya, ya » a respont ur vaouez gozh. N’eo ket aes lakaat an daou rummad da eskemm e-mod-se, dirak an holl e-barzh ur sal vras. Aesoc’h eo war-lerc’h, pa vez kemeret ur banne kafe. Gwelet e vez eo laouen tud-kozh zo, prechañ (ar ger implijet e Douarnenez evit lavar « komz ») brezhoneg. « Ur blijadur eo evito adkavout o yezh-vamm. Pa lavaromp ez eus un abadenn e brezhoneg, n’hon eus ket ezhomm mont da gerc’hat anezho e-barzh o c'hambr, dont a reont diouzhtu » a zispleg Claudine Saddie, an animatourezh. Ur blijadur eo ivez evit ar stajidi. A-benn nebeut o do echu gant o stummadur 6 miz war ar brezhoneg, pouezus-kenañ eo neuze e vefe tapet ganto pouez-mouezh ar vro. Ur film all a vo diskouezet d’ar re gozh, kredapl bras, ur film diwar-benn kêr ar Penoù-sardin. Dibabet e vo gant ar stajidi, gant sikour Elen Rubin, prezidantez Emglev Bro Douarnenez, ar gevredigezh a zoug ar raktres ar bloaz-mañ.

Le film, une amorce à la conversation

Plusieurs films en breton ont été proposés aux anciens de la maison de retraite « Les jardins du Clos » de Douarnenez. Les stagiaires de Roudour (formation de 6 mois au breton) les ont ensuite questionnés sur le thème du film.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora