(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 27/01/2011 : Eus ar gaozeadenn betek an arnodenn

27/01/2011 : Eus ar gaozeadenn betek an arnodenn

© PK Plomodiern : eskemmoù etre ar re gozh ha skolajidi St Loeiz Kastellin

« Penaos e oa ho kwiskamant gwechall ? » a c’houlenn ur plac’h e trede klas e Skolaj Sant-Loeiz e Kastellin d’ur vaouez gozh hag a zo o chom e ti-retred Ploudiern. « Hein ? » a respont ar vouez. « Penaos e oa ho kwiskamant gwechall ? » a adlar goustadigoc’h ha kreñvoc’h ar skolajiadez. « Ah ! Penaos e oa ma gwiskamant ? Du, du… » Setu penaos e krog ar gaozeadenn etre an daou rummad.

Er skol e labour ar 17 skolajiad war ar gwiskamantoù, setu perak he deus bet c’hoant Nolwenn Evenou, kelennerez war ar brezhoneg, lakaat ar re yaouank da eskemm gant ar re gozh war daou dem : an euredoù hag ar gwiskamantoù e Breizh. Kinniget e vo an temoù-se evit arnod istor an arzoù e testeni fin ar bloaz. An arnodenn dre gomz-se a zo renket ar bloaz-mañ.
Fier-ruz eo Annie, brezhonegerez hag animatourez brezhoneg lavar ez eus brezhoneg bep eil merc’her en ti-retred. Ha war a seblant e ra vat d’ar re gozh. “Plijus eo kaozeal un tammig, lavaret dezho piv oan ha petra ran” eme Jeanne, 82 vloaz. Ar memes soñj en deus Pierrick, en trede klas. Gant an emvodoù-se en deus un digarez da gaozeal : "Nevez eo komz e brezhoneg, ne gomzen nemet gant va zad-kozh ha va mamm-gozh ha setu tout !"

E galleg

17 élèves du collège Saint-Louis de Châteaulin rendent régulièrement visite aux résidents de la maison de retraite de PLOMODIERN. Cette année, ils échangent sur les mariages et les costumes en Bretagne. Ces deux sujets seront proposés dans le cadre de l’épreuve « histoire des arts » du brevet des collèges.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora