(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 30/06/2011 : Kregiñ a ra en-dro Klaskerien ha Treizherien soñjoù e miz Gwengolo !

30/06/2011 : Kregiñ a ra en-dro Klaskerien ha Treizherien soñjoù e miz Gwengolo !

© PS Bugale Itron Varia ar Garmez (Pont'Abbad) a lak ar re gozh da zizoleiñ o skol

Echu eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù evit ar bloaz-mañ. Raktresoù a vo c’hoazh e-pad an hañv, er c’hampoù vakañsoù dreist-holl met n’eus ket tu lakaat e anv ken.
Savet eo bet 62 raktres dedennus gant skolioù, aozadurioù stummañ, tiez-retred, tiez-kêr ha kevredigezhioù. 500 treizher ha 960 klaskerien o deus kemeret perzh e-barzh an oberatadenn e 2010-2011.

600 deus outo o deus c’hoariet, c’hoarzet ha debret madigoù e-pad gouel fin ar bloaz a oa aozet d’an 10 a viz Even, en toull-noz “Le Point de Vue” e Laz. Diskouezet eo bet filmoù a oa bet graet e-pad ar bloaz, kanet ha dañset eo bet gant skolidi zo. Goude ur c’hoari eo bet graet un abadenn sonnerezh ar c’haner Kristmenn.
Ha pa z’eo bet goulennet da Varyvonne Blondin, e-karg deus ar brezhoneg e Kuzul departamant Penn-ar-Bed, ma gendalc’hfe Klaskerien ha Treizherien soñjoù ar bloaz a zeu he deus respontet, e galleg : “Ya ! Tu vo deoc’h lakaat o anv c’hoazh e 2011-2012”.

Ar fichennoù evit en em enskrivañ a zo bet lakaaet war al lec’hienn internet . Bouetet e vo ar rouedad ivez gant ar pennadoù skrivet gant ar skolioù ha gant an enroladennoù pe filmoù savet abaoe 6 bloaz.

Pauline Kerscaven

A bientôt au mois de septembre !
62 projets “Quêteurs de mémoire” ont été montés cette année et plus de 1 400 jeunes et anciens ont participé à l’opération. 600 d’entre eux s’étaient réunis à la discothèque Le Point de Vue à Laz pour fêter la fin de l’année.
Quêteurs de mémoire recommencera à la prochaine rentrée scolaire !

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora