(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2010-2011 > 30/12/2010 : Skolajidi war divaskell an Istor

30/12/2010 : Skolajidi war divaskell an Istor

© PK "War divaskell an istor", al levr savet gant skolajidi ha kelennerien Skolaj Diwan Gwiseni

D’an 3 a viz Eost 1943 emaomp, e-kreiz an eil Brezel Bed. Ur c’harr-nij, ur Spitfire, 'zo o paouez bezañ diskaret gant an Alamaned e-kichen Brest. Mont a ra neuze al levier war-zu un dachenn frank, da zouarañ. E Keryâr e Gwiseni emañ. Ur bern tud eus ar vro a zeu da sikour anezhañ met paket eo gant soudarded alaman. Kas a reont ar pilot d’un ospital ha war-lerc’h e-barzh ur c’hamp e Bro-Bolonia.

65 bloaz war-lerc’h e kinnig un neubeud kelennerien eus Skolaj Diwan Gwiseni d’ho skolidi labourat war an eil Brezel Bed evit Klaskerien ha Treizherien soñjoù. Pep skipailh en deus da zibab un enklask da gas da benn. Unan a gemer muioc’h a blas diouzhtu : hini levier Keryâr. Mont a ra neuze ar skolajidi da zastum titouroù diwar-benn ar c’harr-nij el lec’h ma oa bet douaret hag atersiñ a reont an dud oa eno d’an 3 a viz Eost. Hag en ur furchal e-barzh dielloù an arme e kavont anv al levier : Earl Rae Smith, eus Bro Aostralia.

Evit gouzout ma z’eo bev atav ha pelec’h emañ o chom, e kasont ur postel da Servij soudarded kozh Bro Aostralia. Bev eo ! Ul lizher a zo kaset dezhañ. “ Fromet kenañ eo bet Earl p’en deus gouezet edomp o klask war e lerc’h ha ken fromet all edomp p’hon eus resevet digantañ e desteni hag un neubeud poltridi”. Gant an holl draoù a zo bet dastumet e-pad an enklask zo bet savet ul levr : “War divaskell an istor”. E-barzh e vez kavet istor al levier, testenioù eus tud ar vro ha displeget e vez ivez penaos kas un enklask da benn. Peogwir e chom c’hoazh roudoù kirri-nij all bet pilet e Breizh ha neuze ur bern istorioù all da gontañ.

E galleg

En travaillant sur la Seconde guerre Mondiale, les élèves du Collège Diwan de Guisseny ont retrouvé la trace d’un avion, tombé le 3 août 1943. En interrogeant les témoins de l’époque et en consultant les archives de l’armée, ils ont retrouvé le pilote, un australien. Ils racontent leur enquête dans un livre récemment publié, « War divaskell an istor », sur les ailes de l’histoire.

“War divaskell an istor”, TES, 12€

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora