(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > Articles 2011-2012

Articles 2011-2012

28/06/2012 Tañvit at yezh ! Mare an eost …

28/06/2012 Tañvit at yezh ! Mare an eost …

“Arit a-dreuz, arit a-hed, temzit ervat hag ho po ed !” Echu e vo ar bloavezh skol a-benn nebeud. Araok loc’hañ war hentoù ar vakañsoù e vo savet ur bilañs diouzh al labour hag an eskemmoù kaset da benn gant an holl re o deus kinniget raktresoù evit seizhvet koulzad “Klaskerien ha treizherien sonjoù”.

14/06/2012 Ar vuhez war maezh tro dro Douarnenez !

14/06/2012 Ar vuhez war maezh tro dro Douarnenez !

Un divinadenn evit kregiñ : salladenn, disalladenn, heb na kig na kroc'hen, ha koulskoude mamm salladenn he deus kig ha kroc'hen ? Petra eo d’ho soñj ?

31/05/2012 Spontailhoù ha marvailhoù Gwitalmeze

31/05/2012 Spontailhoù ha marvailhoù Gwitalmeze

Plijadur a zo bet a-hed ar bloavezh skol etre amezeien straed Brest e Gwitalmeze, da lavared eo annezidi Ti retred Alexis Julien ha skolidi klas divyezhek Santez Anna. Tro o deus bet d’en em vodañ evit ober anaoudegezh, kaozeal ha kaout berr amzer evit o raktres “Klaskerien ha treizherien soñjoù” !

17/05/2012 Enklaskerien veur skol Plozeved !

17/05/2012 Enklaskerien veur skol Plozeved !

Er bloavezhioù 1960 e oa deuet un toullad enklaskerien ha skiantourien da studial ar mod da vevañ e kumun Plozeved er Vro Vigoudenn. D’an amzer-se oa bet dastumet ha miret ur bern titouroù : filmoù, enroladennoù, fotoioù, notennoù…).

22/03/2012 C'hoariva e brezhoneg gant Fubudenn

22/03/2012 C'hoariva e brezhoneg gant Fubudenn

Gant Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle eo bet staliet kentelioù noz brezhoneg pemp bloaz ’zo. Faot a rae dezho mont pelloc’h ha respont da hetoù maer Kerien "krouiñ ur strollad c'hoariva e bro Kemperle" evit enoriñ Remi Derrien (kengrouer «Teatr Penn ar Bed » aet d’an Anaon e 2009). Bodet oa bet er mod-se pemp den daou vloaz ‘zo goude festival Taol Kurun. Ganto eo bet savet Fubudenn.

08/03/2012 Ar bruderezh e Breizh, mod kozh ha brud nevez !

08/03/2012 Ar bruderezh e Breizh, mod kozh ha brud nevez !

Ar bloaz-mañ ez a skolidi trede klas skolaj Sant-Loeiz Kastellin da wel retreidi ar MAPA, e Ploudiern, evit labourat diwar-benn ar bruderezh e Breizh. C’hoant a zo ganto da zizoloiñ e emdro adalek penn-kentañ an ugentvet kantvet betek an deiz a hiriv. Labouret eo bet war daou boent : da gentañ, ar bruderezh e istor Breizh ha Bro C’hall. War-lec’h o deus en em soñjet war an doare da lakaad da anavezout Breizh hag he froduioù a-feson.

23/02/2012 Klaskerien soñjoù- Skolaj Sant Anton Lanniliz

23/02/2012 Klaskerien soñjoù- Skolaj Sant Anton Lanniliz

D’ar Gwener 3 a viz C’hwevrer, skolajidi an trede klas divyezhek Skolaj Sant Anton Lanniliz zo bet e Lanarvili betek ti Jean Le Hir, paotr ar « cyclo-cross ». Plijet bras e oa hemañ o kontañ dezho e eñvorennoù e-barzh bed ar marc’h-houarn met  ivez o kaozeal ganto diwar-benn o buhez hag o raktresoù goude ar skolaj.

O9/02/2012 Frouezh ha yezh saourus !

O9/02/2012 Frouezh ha yezh saourus !

Na pegen brav ha pegen pinvidig eo bed an avaloù ! Ur bern traoù a zo bet desket gant bugale skol “ar c’hastell dour” e Gouenoù o deus kemeret perzh a youl vat en emgavioù kinniget gant ar gevredigezh Div Yezh. Ar pal a oa lakaat ar vugale etre eizh hag unnek vloaz da zizoloeiñ e brezhoneg ar mod d’ober war dro an avaloù. Ur wech int bet despunet eo bet klasket en ur mod pleustrek diskouez penaos implijout ha treusfurmiñ anezho.

26/01/2012 Hadañ komzoù ha plantañ fleur

26/01/2012 Hadañ komzoù ha plantañ fleur

Lañs a zo bet roet d’un droiad liorzhourien yaouank, bugale CP ha CE1 ar skol publik Jacquard e Brest.  Ur gwir labour skipailh a zo deuet da vat etre ar gevredigezh « Les Amitiés d’Armor »,  Daniel Berder klañvdiour war e leve, Morgane Briand, animatourez en ti-annez Delcourt-Ponchelet hag ar skolaerien.

15/12/2011 C’hoariadenn gentañ e Plougastell

15/12/2011 C’hoariadenn gentañ e Plougastell

Kroget eo diriaou tremenet an avantur “Klaskerien ha treizherien sonjoù” e Plougastell-Daoulaz gant bugale CM1 ha CM2 skol publik Gwaremm-Gozh hag annezidi Ti ar re gozh Saint Thomas de Villeneuve ! Ur wezenn sapin fichet brav a oa bet staliet dija evit Nedeleg er sal animañ e lec’h eo bet degemeret klasad ar skolaer Tangi Thomin gant an annezidi.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora