(Aller à l'accueil)

Vous êtes dans : Quêteurs de mémoire / Klaskerien ha Treizherien soñjoù > Articles / Pennadoù > Autres articles > Deuit holl kozh ha yaouank!

Deuit holl kozh ha yaouank!

Lennit, m'ho peus c'hoant, testeni Yves Jambrin eus Brasparzh o kontañ perak en deus kemeret perzh e Klaskerien ha Treizherien soñjoù .

Ur galv a vez graet d'ar vrezhonegerien ! N'eo ket dav deoc'h bezañ kelenner, n'eo ket ret deoc'h bezañ bevet traoù dreistordinal. Ar fed da vezañ kozh - pe dost - zo trawalc'h !

Gant " Klaskerien ha treizherien soñjoù " 'vez lakaet en darempred ar re gozh hag ar re yaouank pe e vefe evit ar yezh pe evit krouiñ liammoù etre ar rummadoù. Emañ Kuzul an Departamant o klask tud a vefe kontant da zegas o skiant-prenet, pe a vefe prest da gomz d'ar vugale pe gant ar vugale !

E buhez pemdeziek ar re goshañ bet bevet pell 'zo, zo trawalc'h a draoù ken disheñvel eus ar vuhez a-vremañ ma c'hell ar vugale bezañ souezhet ! N'eo ket dav deoc'h bezañ boaz da gomz kennebeut. Ne voc'h ket o-unan gant ar vugale, tud all a oad ganeoc'h a vo ivez ha kelennerien war an dro. Ar vugale a vez o teskiñ brezhoneg 'neus ezhomm goût traoù eus ar vuhez pemdeziek. Dav eo d'an dud a ginnigo o anv gouzout ne vint ket galvet alies ha n'eo ket dav dezho en em chalañ neuze ! Un teñzor zo ganto hep goût dezho !

Setu ar pezh 'neus komprenet Yves Jambrin eus Brasparzh. Aet e oa gant ar vugale e Milin Kerouat e Kommanna. Du-hont zo div veilh a labour gant an dour. Ur mirdi zo gant oustilhoù kozh. Ha krog Yves da gontañ e vuhez d'ar vugale ha da lar dezho anvioù an oustilhoù e brezhoneg. Goût a oar ober sistr mat ivez ! E-giz kalz tud a oad gantañ e krog danevell buhez Yves e-mod-se : " Pa oan aet d'ar skol da c'hwec'h vloaz, ne ouien ket galleg ". Hag evel ma lavar Youenn e-unan, " 'veze ket kaozeet galleg ba'r gêr ha ni 'ouie lenn ha skrivañ mat ar galleg warlerc'h koulskoude ". Yves zo bet jañdarm (archer) a-hed e vuhez. Ne oa ket chomet e Brasparzh. " N'eo ket gouest an nen da vezañ jañdarm lec'h 'vez e dud. " Drouk eo bet pa oa archer ? " Ma vije bet un' all ba ma flas 'vije bet gwashoc'h " lar-eñ. C'hoant 'noa chom ba Brasparzh ha bezañ labourerdouar met 'oa ket douar a-walc'h d'ar mare-se (e 1939 e oa bet ganet Yves). Beajet 'neus gant e labour neuze : Pariz, Djibouti hag e Breizh ivez. " Me blij din an avel hag ar glav " lar-eñ, marteze peogwir eo aet kuit eus e vro e-pad pell ! Kontant eo da welet bugale o komz brezhoneg, " ma'z int intereset da zeskiñ, an dra-se zo mat " emezañ. Laouen 'vez atav da gomz e yezh orin. Setu an emgavioù etre ar re gozh hag ar re yaouank evit koulzad 2008-2009 " Klaskerien ha treizherien soñjoù " a vo leun a startijenn ha skoazellet gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed c'hoazh.

Tu 'vo d'ar c'hlasoù ober o abadennoù er skol o-unan, er-maez eus ar skol en ur mirdi bennak, pe e vo tu da animatourien ivez sikour ar vugale hag ar gelennerien en o abadennoù gant brezhonegerien a-vihanik.

Envoyer par courriel Haut de page

eZ Publish © Inovagora